Hor galvedigezh

Ambroug a ra Etamine holl oberourien ar saverezh, ar mererezh savadurioù hag an terkerezh tiriad evit empentiñ, sevel ha korvoiñ diskoulmoù sirius, efedus hag ijinek da ebarzhiñ kalite a-fet endro en o raktresoù.

Hon emelladenn

Diorren a ra Etamine abaoe 15 vloaz bremañ ur varregezh anzavet evit lakaat da dalvezout diskoulmoù padus evit ar saverezh. Diaraoger a-fet implijout an darvanerezh termek dinamek, a vez o heñchañ hiziv-an-deiz an darn vrasañ eus an empenterien savadurioù efedus, e tegas Etamine da bep raktres e sell hag e skiant-prenet gounezet a-hed an 2000 oberiadenn en deus kemeret perzh enno.

Diazezet e vez ganeomp pep emelladenn war un dro war :

  • Hor mailhoni deknikel, skoret gant ostilhoù darvanerezh galloudek a vestroniomp penn-da-benn (10% eus hor c’hengreadur a zo gouestlet d’ar c’hlask ha diorren);
  • Hor skiant-prenet oberiant war ar raktresoù saverezh ha terkañ, war mestroniezh al labourioù, skoazeller mestroniezh an oberiadur pe skoazeller korvoer.

A-drugarez d’an div varregezh-se, ne gas ket hon emelladenn redioù nevez d’ar raktresoù met sikour a ra kentoc’h da dizhout ar c’hempouez gwellañ etre savouriezh, efedusted ha budjed, en ur aesaat an diviz etre holl oberourien ar raktres.

Hon engouestl eko-atebek

  • Ur c’hevredad kevelouri produiñ (SCOP) eo Etamine, staget en abeg da se ouzh tachenn an ekonomiezh sokial ha kengret. Gant ar statud-se eo engouestlet pep ezel eus ar skipailh, kevelet en embregerezh, e servij hor galvedigezh voutin.
  • Staliet eo hor sez en ur savadur burevioù pozitivel e energiezh evit an holl implijoù, e-lec’h ma renomp ul labour gwellaat an efedusted dibaouez.
  • Evit echuiñ e labouromp war ar pemdez evit digreskiñ hor skog war an endro (pennadoù-hent micherel gant doareoù dezougen dous, gwellekaat hor parkad urzhiataerioù, dafar burev eko-atebek...).
Danvez krai

Nicolas Molle gwelet gant Dominique Gauzin-Müller

Krouet e oa bet ar burev studi ETAMINE e 1999 gant Nicolas Molle, bet merour anezhañ da-gentañ ha Prezidant anezhañ goude an tremen eus ar statud SARL d’na hini a SA e penn-kentañ 2014. An disavourez ha kazetennerez Dominique Gauzin-Müller he deus e aterset war e dreugad, e enklaskoù hag e luskedoù.
Lire la suite

Hon talvoudegezhioù

Kenober
Bemdez e kenlabouromp gant kengret, doujañs hag hegarated. Hon darempredoù a zo diazezet war ar fiziañs hag an dreuzwelusted, e servij ar c’henstroll hag an hevoud el labour.

 

Emplegadur
Gwir ha didro eo hon engouestl evit an endro. Gant pragmategezh ha mennerezh, e roomp ar pep gwellañ ac’hanomp, kendrec’het ma’z omp gant talvoudegezh hon ober.

  

Ijinusted
Krediñ a reomp mont er-maez eus an hentoù boas evit mont war-raok dizehan ha kinnig diskoulmoù ijinus, diaraoger a-wechoù met mestroniet bepred, evit reiñ da vat o goulenn d’hon arvalien.

 

Birvilh
Kregiñ a reomp e-barzh pep taol-arnod gant plijadur, prest da dalañ ouzh an dae en un doare gwellwelus, oberiant ha youlek. Pep hini anezho a zo gwelet evel dibar ha pinvidikaus.

Er savadur pozitivel e energiezh « Woopa » e Vaulx-en-Velin emañ staliet hor sez (www.woopa.coop)